Fluctuat nec mergitur

Ardamezioù Pariz

Fluctuat nec mergitur ("Hejet-dihejet e vez gant an tonnoù met gouelediñ ne ra ket"[1]) eo sturienn Pariz : anv zo eus al lestr a weler war ar skoed, hag a zo arouez kêr-benn Bro-C'hall.

Ofisielaet e voe ar sturienn d'ar 24 a viz Du 1853 gant ar baron Georges Eugène Haussmann (1809-1891), a oa prefed departamant ar Seine da neuze[1].

  1. 1,0 ha1,1 (fr) Histoire de la devise de Paris

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search